Go To Top

An Hini A Garan Lyrics

An Hini A Garan, Gwechall, bihan er gêr,
Pa oamp tostig an eil, An eil ouzh egile,
Va c'halon ne gare, Ne gare nemet unan,
Pa oan bihan en gêr, An Hini A Garan!

An Hini A Garan, Gwezharall ma c'hare,
Kanañ a rae pa ganen, Pa ouelen e ouele,
Hon div galon ne raent, Ne raent nemed unan,
Pa oan bihan er gêr An Hini A Garan

An Hini A Garan, Bremañ, he deus ma laosket
Aet eo d'ar broioù pell, D'ur vro n'anavezan ket
Aet eo d'ar broioù pell, Da c'hounit he bara
Kollet, kollet eo din An Hini A Garan

D'An Hini A Garan, Ne ran nemet huanadiñ
Huanadiñ noz ha deiz, Deiz ha noz hirvoudiñ
Rak-se em eus savet ha rak-se e kanan
Kanennig ma c'halon d'An Hini A Garan.

An Hini A Garan Lyrics performed by Carlos Núñez are property and copyright of the authors, artists and labels. You should note that An Hini A Garan Lyrics performed by Carlos Núñez is only provided for educational purposes only and if you like the song you should buy the CD


What is the meaning of An Hini A Garan lyrics?