Barrek eo mabden da gompren kalon an dudoù all
Bout 'zo traoù boutin bepred da holl dud an douar
Barrek eo mabden da gompren kalon an dudoù all
C'qu'il y a dans l'coeur de l'homme, tout l'monde peut le comprendre
Aesoc'h e c'hallomp eskemm mennozhioù disheñvel
Ma ouiomp e chom digemm memes traoù deomp-ni holl
Gwelloc'h eo deomp-ni kompren 'n traoù a lar ar re all
Ne vez ket klevet ganeomp pep tra n'eus c'hoant ne' laret
Dao eo 'n em glevet mat, dao 'vo bevañ asambles
Il faudra bien s'entendre, il faudra vivre ensemble
Memes ma omp disheñvel, evelse 'mañ ar vuhez
Il faudra bien s'entendre, il faudra vivre ensemble
Understand, each other
Silet 'vez re alies a-dreuz gant hon divskouarn
An traoù 'zo bet selaouet 'ba lavar ar re all
Peogwir bewech omp bouzar, diwan 'ra tro-war-dro,
Krogiñ 'ra 'n droug war an douar, droug 'ba kalon tud 'zo
Barrek eo mabden da gompren kalon an dudoù all
Ce qu'il y a dans l'coeur de l'homme, tout le monde peut le comprendre
N'omp ket da chom diseblant pa vez graet traoù direizh
Dao eo dimp prenañ skiant tro-'ar-dro hag e kreiz (bis)
Dao eo 'n em glevet mat, dao 'vo bevañ asambles
Il faudra bien s'entendre, il faudra vivre ensemble
Dao eo 'n em glevet mat, dao 'vo bevañ asambles
Il faudra bien s'entendre, il faudra vivre ensemble
Ensemble (Understand) Lyrics performed by Alan Stivell are property and copyright of the authors, artists and labels. You should note that Ensemble (Understand) Lyrics performed by Alan Stivell is only provided for educational purposes only and if you like the song you should buy the CD