Met ar Franked oa krenvoc'h, aloubiñ hor bro 'benn ar fin
'Ziwar c'horr' 'reas kentoc'h Karl Der Grosse warlec'h Pepin
'Oa roue-veur ar Germaned, skoazellet ga' 'n Ilis roman
Warlec'h marw Carlus Magnus, kement trubuilh a oa mem'stra
E vab, a oa Loeiz, a galwas Nevenoe, prins breizhad
'Wid boud gouarner ar Vretoned dindan urzh ar Germaned
Ar paotr-se 'oa speredeg, asantiñ'reas o soñjal
'Wefe 'n tu d'unaniñ Breizh ha da renko 'n traoù barzh 'vro-man
Ur mennozh en oa 'barzh e benn, 'drec'has ket Ludwig an Devod
Met pa varwas ar roue german, Nevenoe 'oa distaget
Breizh 'oa unanet hag aozet mat hag e youc'has: "Breizh dishual!"
Mab Ludwig, Karl Der Kahle, a zeuas gant un arme vras
Gouneit eo bet ar bresel ga'r Vretoned'barzh ker Ballon
E bloaz eizh kant pemp ha daou-ugent 'r maout'aet da Nevenoe
Ha' rhoet lans da Rouantelezh Vreizh gant e vab Erispoe
Kontinuiñ'reas 'r Vikinged da drubuilhiñ an dud 'barzh Breizh
Met peoc'h 'walc'h 'oa d'ar mare-se 'wid aozañ 'vuhez sokial reizh
Peoc'h a-walc'h 'oa 'wid sewel ur C'Hultur uhel 'wid 'n amser-sen
Rouantelezh Vreizh 'oa 'n tamm c'hoazh ur gevredigezh geltiek
Yezh ar Bobl ha yezh ar Stad a oa Brezhoneg
'Sevenadur-se oa staget c'hoazh doh 'pobloù keltieg all
'Levezon don 'neus bet Keltia war hanter kentañ 'Grennamser
Adousset un tamm 'n eus gwraet 'gizioù kaled ar Germaned
Barzh 'n Europa tost peplec'h a oa he 'r mestred.
Rouantelezh Vreizh Lyrics performed by Alan Stivell are property and copyright of the authors, artists and labels. You should note that Rouantelezh Vreizh Lyrics performed by Alan Stivell is only provided for educational purposes only and if you like the song you should buy the CD