Go To Top

Stok Ouzh An Enez Lyrics

Pep-hini bremañ a rank chom mut
na c'hoarzh na c'harm
na trouz, mar plij, pep-hini!
Ne vo ket tizhet an Enez ma venn da bep-hini balbouzat ;
arabat dihuniñ ar gwrac'hed
Ken kizidik a hun.
Da be vad merdeiñ ken pell all
ma'z eo ret mont d'ar strad ouz genou an aber ?
Sellit,
hag e oa ken glas-se ar gwez en hoc'h huñvre ?
Ha c'hoazh dindan ar man e sourr
dourioù kuzh,
klevit,
met ne larit mann.

Marteze vo ret dilestrañ e donvor
ha mont war neuiñ
daveti ;
marteze vo ret mat neuial
davet an Enez
en noz :
ne vo stourm 'met etre hor c'horfoù hag ar mor.
ne vo klevet met tarzh ar mor war an aod,
luskellerzeh, luskellerzeh,
mar plij, mar plij,
arabat dihun ar gwrac'hed !

Ne vo klevet met trouzig hon treid
war an traezh
ha kri ha skreved

Hag an Enez vo deomp,
marteze.

Stok Ouzh An Enez Lyrics performed by Alan Stivell are property and copyright of the authors, artists and labels. You should note that Stok Ouzh An Enez Lyrics performed by Alan Stivell is only provided for educational purposes only and if you like the song you should buy the CD


What is the meaning of Stok Ouzh An Enez lyrics?